LIÑVADENN KASTELLAODREN HA DANEVELLOU ALL - Livre de nouvelles en breton
N'eus ket da dortal, Hervé Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. Gant kalz ampartiz e oar itrikañ istorioù skrijus evel "Liñvadenn Kastellaodren" ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel an danevell "Stille Nacht" da skouer.
An tudennoùu krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell desho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech.
Diskouez splann loden deñval heon ene, diguzhat an tasmantoù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard.

  • Parution : décembre 2009
  • 400 pages
  • 200x130 mm
  • édité chez : AL LIAMM
  • Réf : 680075
15,00 €
Quantité :