DREMMOU ARRASATE - Roman en breton
Ur Vreizhadez yaouank, en em savet a-enep un tad rust hag aheurtet, a zibab pellaat diouzh ar vro ha mont war ar studi e Bourdel.
Boulc'hañ a ra gant ur vuhez nevez, roulañ he yaouankiz. E preti ar skol-veur e voe taolet er vann he fladad boued, abalamour d'ur stokadenn gant ur studier dievezh, a zistagas kerkent un aridennad komzoù digomprenus d'en em zigareziñ.
E-giz-se eo e reas Lizig Gwiader anaoudegezh gant ur studier euskarat anvet Koldo Ibarra. Kroashent div vuhez, div vro, div bobl, ur garantez, un emskiant...

  • Parution : août 2009
  • 254 pages
  • 125x185 mm
  • édité chez : AL LANV
  • Réf : 674508
13,00 €
Quantité :