HI 'NI EO MOLIÈRE
La pièce de Françoise Thyrion, Molière par elle-même, traduite en breton.
Détails :
Éditeur : | An Amzer | Auteur / artiste(s) : | Francoise Thyrion |
---|
Genre | Théâtre en Breton |
---|---|
Présentation | Broché |
Nb de pages | 48 |
Dimensions | 15 x 21 cm |
Parution | 2020 |
Ur bouilh a vaouez kran ha fichet-kaer a zeu tre er sal, gant ar soñj prezegenniñ diwar-benn ar skrivagner klasel ar brudetañ er Frañs : Jean-Baptiste Poquelin, lesanvet Molière… Sirius ha chik da gentañ, met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz ma vefe un den all en he c’horf hag en he spered… hag ur gwaz eo a gomz dre he c’henou, ur gwaz a oar pep tra diwar-benn Molière ! Iskis an tabut etre ar vaouez hag an den-se… E dibenn ar pezh e ranko ar brezegennerez anzav : « ‘Vit-se, me ‘ni eo, Molière ! ».
Gant Françoise Thyrion eo bet skrivet ar pezh-c’hoari-mañ, bet savet gant ar gompagnunezh c’hoariva « Science 89 » ha leurennet gant Michel Valmer. C’hoariet eo bet e Galleg en 12 bro dindan an anv « Molière par elle-même », – en tu all da 2000 gwech – ha troet e 6 yezh. Gant Nolwenn Korbell eo diskleriet ar pezh e Brezhoneg.