MONT A RAIO KUIT
War c’houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c’hoari-mañ : e vab, 18 vloaz, a oa klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni. Seizh vloaz war-lerc’h e oa en em zistrujet. C’hoant en doa an tad e vefe savet ur pezh-c’hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhañ da harpañ ouzh ar glac’har hag ivez, marteze, ar re yaouank, klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ. G. Kervella
Détails :
Éditeur : | Skol Vreizh | Auteur / artiste(s) : | Goulc'han Kervella |
---|
Genre | Pièce de théâtre en breton |
---|---|
Présentation | Broché |
Nb de pages | 96 |
Dimensions | 12 x 18.5 cm |
Parution | 2022-02 |
KAMBR VA ZONTON YOUN
LARA
Er gêr, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, emañ an tad hag ar vamm, oc’h aozañ o zraoù evit mont d’an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentañ an hañv. Laouen int. Ar pellgomz o seniñ. O mab triwec’h vloaz eo, echu e studioù keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, emañ o labourat en ur pred-ti e Kastellin.
Komzoù iskis a zo gantañ : tud a zo o klask lazhañ anezhañ. Mantret eo ar vamm hag an tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar mab, ur gontell vras a zo gantañ, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c’hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n’en doa merzhet netra ken ha neuze, panefe e oa bresk ar paotr
yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezañ. Kaset eo ar mab d’ar gêr gant e dud. Galvet ar medisin. O klevet e gomzoù hag e zoareoù iskis e laka ar medisin da vezañ degemeret en ospital Boharz, ur c’hlañvdi evit ar c’hleñvedoù-spered. « Gant ar c’hleñved skizofreni emañ ho mab ! »