Notre site utilise des cookies pour améliorer votre expérience de navigation, conformément à notre politique de confidentialité.

Previous
Next

ROBINSON CRUSOE - Brezhoneg gant Yeun ar GOW

Robinson Crusoe a zo unan eus ar brudetañ romant avantur bet embannet biskoazh. Skrivet en doa Daniel Defoe e romant e 1718, bloaz goude klevet anv eus ur peñsead, ur martolod skosad, Alexander Selkirk e anv, hag a oa chomet e-unan e-pad pevar bloaz war un enezenn.

13,00 €
TTC
En stock, expédition rapide
Référence 680060
Détails :
Éditeur : Al Liamm
Auteur / artiste(s) : Daniel Defoe   
Genre Roman en Breton
Nb de pages 156
Dimensions 13 X 20 cm
Parution 2005-11
EAN13 9782736800604
Également de : Daniel Defoe

Robinson Crusoe a zo unan eus ar brudetañ romant avantur bet embannet biskoazh. Skrivet en doa Daniel Defoe e romant e 1718, bloaz goude klevet anv eus ur peñsead, ur martolod skosad, Alexander Selkirk e anv, hag a oa chomet e-unan e-pad pevar bloaz war un enezenn.

E-barzh romant Daniel Defoe eo bet hiraet un tamm-mat chomadenn ar martolod war an enezenn : 25 bloaz ! E-unan-penn eo chomet gant daou gazh, ur c'hi, ur peroked ha givri betek an deiz ma voe savetaet gantañ un den gouez a oa tonket da vezañ debret gant gouezidi ur meuriad all.

Gwirheñvel eo an darvoudoù kontet gant Daniel Defoe ha ken spis eo livet buhez Robinson war e enezenn ken e soñj deomp ez eo planedenn wirion ur peñsead a vez kontet deomp. Eno emañ perzh dibar ar romant.

An destenn kinniget deoc'h da lenn amañ eo hini Yeun ar Gow bet adaozet e brezhoneg ha berraet un tamm avat evit youankizoù Breizh, dezho da lenn, en o yezh, chañsoù sebezus Robinson Crusoe.