GERIADUR AR VEZEKNIEZH - Rann 12 - Spectrographie - Tuberculine
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.
Détails :
Éditeur : | Preder | Auteur / artiste(s) : | Guy Etienne Yann Baol Noallec |
---|
Genre | Dictionnaire de Médecine Français-Anglais-Breton |
---|---|
Nb de pages | 281 |
Dimensions | 15.5 x 22 cm |
Parution | 2021-08 |
GERIADUR AR VEZEKNIEZH Rann 13 - Tuberculisation - Zymotique
GERIADUR AR VEZEKNIEZH - Rann 11, Récepteur - Spectrine
Setu 12vet Rann Geriadur ar Vezekniezh, pengennet en amveziadoù iskis ha digunvez. Aozer ar Rann-mañ en deus stadet diouzhtu ne oa ket anv eus koronaviruz er Rannoù kent. Ha padal emañ an enmoned Coronavirus en embannadur 1985 ar Garnier-Delamare hag er Flammarion 1975 e kaver ivez Coronaviridœ, ur seurtad viruz RNA kiriek da "frifoioù ha fric'hargadennfoioù an oadurion yaouank". Tra ken. N'eo ket al lec'h amañ da zezrannañ an darvoudoù, hogen diaes e vo gwelout un nebeut aozadurioù yec'hed er par bedel, europat pe riezel, en hevelep doare hag a-raok. Heñveldra, an holl gwitibunan o devo klevet komz eus divoudoù o tennañ d'ar Vezekniezh, ar viruzoù, ar vaksinoù, an RNA kannad, an hangae, h.a. A zo muioc'h : ar c'hudennoùyec'hedel o deus kemeret u lec'h gourfouezus e leviadurezh ar Stadoù, bennozh d'an araez gweredus meurbet a zo aon an dud rak ar c'hleñved, ha rak ar pezh a zo finvez diwezhañ mab-den.
An oberenn, boulc'het 17 vloaz 'zo gant Guy Étienne ha kendalc'het gant Yann-Baol An Noallec, a gemer neuze ul liv hag ur pouez nevez gant an darvoudoù. E teu enta da vezañ ur benveg a gevaraez meizañ pezh a hañval bezañ degaset gant an tonkad. Hep ket a var e vo dav klokaat eil maladur Geriadur ar Vezekniezh. Gortozomp, avat, ma tremeno an amzer war-benn dilavañ lanv an darvoudoù liesseurt.
Ur spi hon eus : lakaat galvedigezhioù da sevel er yaouankiz evit ma teufe ar Vrezhoned da emouestlañ en un diskiblezh a oa un arbennigiezh uhel pleustret gant hon diagentidi. Ra savo mezeion, enklaskerion war a bep seurt diskiblezhioù, sed ar pal a vukomp outañ a-zevri.