Tout le bourg ne parlait plus que de l'affaire du cimetière ce matin. Apparemment, on avait souillé certaines tombes en y peignant des symboles étranges, pendant la nuit. Un roman policier en breton pour les ados.
Ne oa kaoz nemet eus afer ar vered gant an holl er vourc'h abaoe ar mintin. War a seblant e oa bet mastaret lod eus ar bezioù gant arouezioù kevrinus bet livet warne e-pad an noz. - Mont a reont da selaou sonerezh Marilyn Manson e beredoù e kreiz an noz, ha tresañ a reont arouez an diaoul war ar bezioù evit sachañ an drouksperedoù, en doa farset Edern. - Cool ! Ha debriñ a reont kevnid migal evit o dijuni ! en doa respontet Riwal.