Lusk-dilusk ez aio an darvoudoù en-dro war don ar Sonata in E.Minor, laouoen ha trist tro-ha-tro. Ha pep darvoud a vo heñvel a-walc'h ouzh unan pe una eus ar pevar luskad a ya d'ober ar pezh sonerezh-se. Hag ouzh he selaou e tigor dor ar fromoù.
Nils ha Swen. Penaos anavezout an eil diouzh egile ? Padal e c'hello ar re dostañ outo dielfennañ a-wechoù perzhioù-sioù ? - e daoulagad sklaer an eil pe e daoulagad teñval egile. Na pa vefe bet start ha kreñv al liammoù etre an daou vreur gevell adalek o bugaleaj tener e c'hoarvezo alies ganto mont disparti-krenn war an h entoù a vo tonket dezho bale warno. Koluskoude e tremeno ur vezañs en o buhez ha ganti e savo freuz ha reuz hag a c'hellfe treiñ da gasoni, allas !...