Setu embannet eil levrenn va c'hentañ amzervezh war 1500 metrad a uhelder, ouzh adsteudadoù an Andoù. Ha se eus 1963 da 1968. Distroet e 1973, e chomin adarre tri bloaz war an hevelep "montaña" evit echuiñ ur c'houlzad al a dri bloaz war 3500 metrad, gant ur c'hrapad da 4000 metrad evit ober ar person en iliz-kador uhelañ ar bed goude hini Potosi e Bolivia.
Lenner yezhkarour, e-mesk pour ha triñchin, e c'halli marteze pennaouiñ un draig bennak hag a blijo dit.