BRESTIZ O VRESKENN
Grand succès dans les années 80 pour ce roman policier en breton, épuisé depuis plusieurs années.
Détails :
Éditeur : | Al Liamm | Auteur / artiste(s) : | Yann Gerven |
---|
DRE FAOT FAURÉ
MA LEZC'HOAR MUIAÑ-KARET
E kêr Vrest emañ Jili Gwilhosou o labourat. Kuzulier war ar gwir eo hag enklasker a vicher.
N'eus ket keid-all zo emañ Glaodina Pedel o labourat gantañ. Diouer a labour n'eus ket, se zo splann : ur skoliadez bet kuitaet he zud hag ar skolaj ganti a rankont adkavout ha lakaat war an hent mat en-dro.
Un noter aet skuizh gant e wreg hag ar vuhez diroll a skarzh kuit gant e vag dre lien a rankont klask.
Mona Wegen, gwreg ar surjian brudet Amede Dilaser, he deus kavet un amourouz, evit abuziñ hec'h amzer hag ar surjian un tamm jalous memestra, a garfe gouzout piv an den-se.
Ma, netra dreistordinal... evit un enklasker a vicher.
Pa oa bet kavet an doktor Dilaser marv-mik en e di avat, e oa Jili ha Glaodina e kreizik-kreiz un afer un tamm mat luzietoc'h.