A-viskoazh ez eu bet er gelaouenn "Al Liamm" notennoù yezh. Pennadoù berr peurliesan, aozet, e penn kentañ, gant Frañsez Kervella alies a-walc'h, pa gave abeg en ur skrid bennak ha pa gave dezha~e oa ret mat degas un tamm sklerijenn war fedoù-yezh zo ha ne oant ket gwall sklaer atav.