HEP FRANKIZ PEOC'H EBET -Ni siochain go saoirse
Gant al levr-mañ e venner reiñ ton d'an emsavadeg, d'ur c'houlz ma klask tud "zo, betek en Iwerzhon, diskouez he dije gallet an enezenn bezañ dizalc'h hep feulster.
Détails :
Éditeur : | Mouladuriou Hor Yezh |
---|
Nb de pages | 180 |
---|---|
Dimensions | 14,50 x 20,50 cm |
Parution | 2016-04-01 |
Kant vloas 'zo, da goulz Pask 1916, en em savas un dornad Iwerzhoniz a-enep gwaskerezh ar Saozon. Ma ne voent ket heuliet gant al lodenn vrasañ eus ar blblañs en Iwerzhon e talvezas avat an darvoud da zigeriñ hent an disalc'hiez evit hor bruedeur tramor. Hag un heklev a voe diouzhtu e broioù all, Breizh en o zouez.
Gant al levr-mañ e venner reiñ ton d'an emsavadeg, d'ur c'houlz ma klask tud "zo, betek en Iwerzhon, diskouez he dije gallet an enezenn bezañ dizalc'h hep feulster.
Ken heñvel e c'hell bezañ Iwerzhon ouzh hor bro ma'z eo bet kemeret da skouer alies. Kinnig a reomp d'al lennerien tostaat ouzh gwirionez Emsavadeg Pask dre ar brezhoneg, gant meur a savboent breizhat, hag ober anaoudegezh gant ul lodenn eus mennadoù an emsavidi.