LAVAR 19
Gant embannidigezh al levr-mañ e sevenomp unan eus al labourioù a lakae Guy Etienne da bouezus kenan, eizh vloaz war-lerc'h Lavar 18 deuet e gouloù e 2008.
Détails :
Éditeur : | Preder | Auteur / artiste(s) : | Guy Etienne Yann Baol Noallec |
---|
Nb de pages | 422 |
---|---|
Dimensions | 15,50 x 22 cm |
Parution | 2016-09-10 |
GERIADUR AR VEZEKNIEZH Rann 13 - Tuberculisation - Zymotique
GERIADUR AR VEZEKNIEZH - Rann 11, Récepteur - Spectrine
Ar pep brasañ eus an notennoù zo gouestlet da respontoù Guy Etienne ha Yann-Baol an Noalleg d'ar goulennoù graet gant Martial Ménard evit sevel e c'heriadur "Dictionnaire français-breton", embannet e 2012
A hent all e vo kavet heuliad labourioù Guy Etienne war e "Geriadur ar Vezekniezh" hag atersoù Yann-Baol An Noalleg da Guy Etienne evit pengenniñ "Geriadur ar Gimiezh", deuet er-maez e 2008
Un dra nevez zo da venegiñ : donedigezh ur remziad yaouank war o stummadur, en o zouez diazezerion ar gelaouenn "Niniad", skrivet e brezhoneg kempred.
Diouzh e du e kendalc'h Laorañs Motrot da sevel notennoù war zanvezioù o tennañ d'e vicher skolaer, evel da skouer ar rizhoù raz.
Yann Varc'h Thorel, skolaer eñ ivez hag embanner "An Treizher", a c'houlenn resisadurioù a-zivout krefen yezh, dalc'hmat en amboaz eus an unvaniñ.