LAVAR 20
En niverenn-mañ e kendalc'homp da embann an eskemmoù graet dre val elektronek e doug ar bloavezhioù 2010 ha 2011. An darn vrasañ eus an notennoù a c'hoarvez c'hoazh eus ar resopontoù graet gant Guy Etienne ha Yann-Baol An Noalleg da c'houlennoù Martial Ménard evit pengenniñ e "Dicitionnaire Français-breton" deuet er-maez e 2012.
Détails :
Éditeur : | Preder | Auteur / artiste(s) : | Guy Etienne Yann Baol Noallec |
---|
Nb de pages | 624 |
---|---|
Dimensions | 15,50 x 22 cm |
Parution | 2018-12-10 |
GERIADUR AR VEZEKNIEZH Rann 13 - Tuberculisation - Zymotique
GERIADUR AR VEZEKNIEZH - Rann 11, Récepteur - Spectrine
A hent all e vo kavet ar c'henskriverezh etre Gui Etienne ha Yann-Baol An Noalleg a-zivout krefen o tennañ da savidigezh "Geriadur ar Vezekniezh".
Evit peurechuiñ "Geriadur ar Geginouriezh" e ra Yann-Baol An Noalleg atesoù ouzh Guy Etienne a-zivout hanc'herioù 'zo. Martial Ménard keginour a vicher, a zegas ivez e evezhiadennoù.
Guy Etienne a skoazell koskor ar gelaouenn "Nidiad" da gas war-raok o stummadur.
Guy Etienne ha Yann-Baol An Noalleg a respont da Laorañs Motrot diwar-benn kudennoù a bep seurt o tennañ d'e vicher a skolaer.
Ronan An Deroff a c'houlenn harp Yann-Baol An Noalleg ha Guy Etienne evit pluennadur e levrioù, en o zouez "ar Morgezeg", troet e brezhoneg gantañ diwar ar saozneg.