REMONT DELAPORTE, REUN AR C'HALAN, DIV BLANEDENN
Ouvrage en breton sur l'histoire du mouvement breton et sur le combat pour la langue bretonne.
Les témoignages de deux hommes présentés et mis en parallèle. L'histoire du mouvement breton et du combat pour la langue bretonne entre les deux guerres et pendant la deuxième guerre mondiale. Le témoignage de Remont Delaporte, jamais publié, est très important pour l'histoire.
Détails :
Éditeur : | Al Lanv | Auteur / artiste(s) : | Charlie Grall |
---|
Nb de pages | 214 |
---|---|
Dimensions | 14,50 x 20,50 cm |
Parution | 2019-08-01 |
UN DEVEZH LABOUR E TI PÊR MOC'H
Remont Delaporte ha Reun ar C'halan , daou zen eus ar C'hastell-Nevez ganet e deroù an XXvet kantved, an hini kentañ en ur familh pinividik a-walc'h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc'her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ.
Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù eus ar re savet gant Reun ar C'halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaesmeurbet.
Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc'h.
E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. pezh a skriv diwar ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor.
Reun ar C'halan, yaouankoc'h, a oa studier c'hoazh pa grogas ar (reuz bras" met mont a reas d'ar "maquis" memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall.
An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte en Iwerzhon ha Reun ar C'halan, evel miliadoù a Vretoned eus Kreiz-Breizh, er Stadoù-Unanet.
Enno o-daou, pezh a zo heverk ken ez eo, e voe enaouet - abred pe diwezhat en o buhez - flamm "Tantad an hendadoù" hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh.