MALO AR SONER VIOLOÑS
"Derc'hent-dec'h e oa bet brevet war ar rod ur soner violoñs. Tamallet e oa bet outañ bezañ kroget gant an dañs ha preizherezh ar parper timbr. Divempret eo bet goude ar marv ha staget pep tamm eus e gorf e pevar c'horn kêr Roazhon".
Diwar an darvoud gwirion-se, kontet gant ar varkizez a Sevigne, en deus Goulc'han Kervella ijinet istor Malo ar soner violoñs.
E dibenn miz Here 1675 e oa...
Détails :
Éditeur : | Al Lanv | Auteur / artiste(s) : | Goulc'han Kervella |
---|
Nb de pages | 130 |
---|---|
Dimensions | 11 x 18 cm |
Parution | 2019-12-10 |
KAMBR VA ZONTON YOUN
LARA
E dibenn miz Here 1675 e oa. Distro e oa an dug de Chaulnes diouzh e dro Vreizh, torret gantañ emzvadeg ar Bonedoù ruz.
Malo, soner violoñs yaouank, a gemer perzh e taolioù dispac'h Roazhon, e nevezamzer 1675, a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV war ar paper timbr, al listri staen hag ar butun.
A-gevret gant e zous Frida, ha daou vignon all, Pêrig hag Anna, e tec'h diouzh ar gêr vras evit mont da gavout Sebastian ar Balp, savet e penn ar Bonedoù ruz e kreiz Breizh...