LENNEGEZH AR BREZHONEG EN XXvet KANTVED - 1968/2000 - Levrenn 4
Pederved levrenn eus ar rummad : eus kounnar Breizh goude Mae 68 beteg lieseurtegezh fin ar c'hantved.
Détails :
Éditeur : | Skol Vreizh | Auteur / artiste(s) : | Francis Favereau |
---|
Genre | Étude Littéraire en Breton |
---|---|
Nb de pages | 480 |
Dimensions | 16 x 24 cm |
Parution | 2020-09 |
DIANKET
ANTHOLOGIE DE LA LITTÉRATURE BRETONNE AU XXème SIÈCLE -1945/1968
Houmañ eo pedervet lodenn hon Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved.
A-ziwar darvoudoù Mae 68 e oa deuet ur mell lañs nevez. Ar re goshañ – Glenmor, Gwernig, Duval – pe, yaouankoc’ h, Piriou, Keineg, Evenou… o doa diskouezet imor ha kounnar ruz zoken, dre skrid ha darn all dre gan, a-enep dizurzhioù ar bed a oa o vodernaat ha sevenadur kozh Breizh krog d’ober e dalaroù. Diouzh an tu all e weler diwan un temz-spered flemmus “anarkour” gant kouch
ar gelaouennig Yod Kerc’h.
War-lerc’h 1981 e kemm an traoù. Troet eo ar mennozhioù stourm en ur grouidigezh liesseurtoc’h, digor war ar bed. Lod a zo chomet feal da hengoun Breizh a-viskoazh, lod all o deus klasket hentoù nevez. Buhez zo forzh pegement gant ar brezhoneg dre skrid ha war gan pe war al leurennoù. Setu un daolenn marellet a bep seurt livioù, buhez ha nerzh gant ar yezh, ma vo c’ hoazh keit ha ma chomo bev ar brezhoneg !